"Ar rummad kollet!.."

Bez e c'hallfe bezañ titl ur vojenn nemet ur gwirvoud nag eo !

E Breizh e vez graet "ar rummad kollet" eus tud oadet etre 55 betek 75 vloaz hiziv,

aet kuit ul lodenn vat eus o hêrezh kreizon diouto...


Savet 'm eus al lec'hienn-mañ evit reiñ d'an dud da gompren gwelloc'h pezh zo c'hoariet ganeomp ;

 da lavarout eo penaos omp deuet da vezañ ar rummad kollet-mañ just a-walc'h.

Ha gwir eo omp kollet ?

Pe dreuzwelus pe c'hoazh tud  davedek?



Piv on-me ?

Pêr-Yann  k/GOZHKÊR eo ma anv. 

A-drugarez da 'm zad bet o komz brezhoneg atav on deuet a-benn da bakañ hor yezh bep a dammig... 

N'oan ket bet desavet e brezhoneg evit gwir nemet karantez ouzh Breizh, bet roet din gant ma zad, eo a zo pennkaoz e ran gant ar brezoneg hiziv.

Gant teskiñ brezhoneg e teu muioc'h-mui a sederoni din hag ur chañs dibar am eus : treuzkas ar brezhoneg da 'm mab yaouank nag eo!



Ma lezel ur gemennadenn...

Ma fell deoc'h sevel goulennoù ouzhin  

a-zivout an danvez a zo anv ganin pe un dra all oc'h kurius 

diwar e benn, kasit ur gerig din !

Laouen e vin ouzh ho respont ma c'hallan en ober ! 



cosquer.pierre-jean@wanadoo.fr