
2 - O prederiañ war an danvez...
Ouzhpenn ur c'hantved 'zo eo bet kroget enkadenn ar brezhoneg. Hiziv an deiz eo dav stadañ e chom diasur dazont ar brezhoneg ma n'eo ket diasuroc'h c'hoazh eget en ugentvet kantved . Ar mare kriz-mañ a sell dreist-holl ouzh buhez tri rummad tud d'am soñj... (2)
War-lerc'h ar rummad kentañ, aet eo diganeomp, e teu an eil rummad, ennañ brezhonegerien a-vihanik, a zo war dro pemzek bloaz ha tri-ugent hag ouzhpenn.
En trede rummad e kaver ar remziad-tud a vez graet « Les locuteurs passifs » diouto ; hervez Fañch BROUDIC (3) : « Leur connaissance du Breton est, le plus souvent résiduelle, et ne constitue guère, en l'état actuel des choses, un point d'appui pour le maintien ou pour la progression de la langue régionale ».
An trede rummad a zo dezverket gant tud betek hanter kant vloaz ha n'int ket kad da gompren ar yezh.
O bugale dezho a zo marteze an oadvezh a-hiziv : da lavarout eo, er c'hoñtrol-mik eus an « Diwaniz », e c'haller menegiñ ne vez ket gouezet tamm ebet ez eus ur yezh vreizhek anezhi gant lod bugale pe grennarded eus an torkad-mañ...
Neuze, etre ar rummad en deus divizet lezel a-gostez ar yezh hag hini ar yaouankiz a hiziv eo ret deomp stadañ en em gav ar yezh war an tu fall. Penaos neuze herzel ouzh argerzh an diskar-mañ.
Koulskoude am eus ch'oant d'ober ur stad bras a-walc'h eus ur soñj Emile MASSON (yezhoniour, prederour, bet enlakaet er bed politikel) skrivet gantañ kantved 'zo : «...la langue bretonne est en Bretagne la question la plus importante de toutes…»(4)
Ha gwir eo ar soñj-mañ er bed a-hiziv ?
Daoust hag e sell ar savboent-mañ ouzh ekonomiezh Vreizh ? Ouzh ar yezh e vefe harp an armerzh ? Tamm ebet, evit poent da nebeutañ, rak 1600 implij (kelennerien dreist-holl) ne bouezont ket kalz war an divizoù ha pa'z int pouezus memestra evit normalizañ ar yezh. Denez PICHON (5) a zispleg deomp pegen ker eo ober war-dro ar brezhoneg. Ret eo d'hor yezh bouetañ en-dro eskemmoù kehentiñ etre an dud war un dachenn kalz ledanoc'h eget an hini a-hiziv evit pouezañ war ar bed ekonomikel.
Hag e-keñver ar bed sevenadurel ? A-viskoazh ez eo liammet ar yezh gantañ. Se 'zo anat evit an holl. Netra nevez war an dachenn-mañ.
Ha kemer a ra perzh ar yezh er stourm politikel ? A-wechoù e vez savet arc'hadurioù politikel gant tud a-benn lakaat war wel kudennoù ar brezhoneg met kement-mañ a vez chomet diefedus peurliesañ betek-henn.
Daoust hag ez eo ar yezh un dra vat evit an identelezh vreizhek ? Troet on da respont ez eo un afer luziet ; ar c'hentelioù kinniget deomp gant Ronan ar C'HOADIG a zo splann da ziskouez ez eo identelezh an dud ur skoulm don a-walc'h. Kalzig a dalbennouigoù a stumm an identelezh ha bez ez eus traoù all o spisaat anezhi estreget ar yezh hec'h-unan. Moarvat e c'haller lâret ez eo ar yezh ur gwir skoilh pa vez lakaet homañ d'ur merk identelezh just a-walc'h. Aes eo da gompren an dra-mañ pa respont Jacqueline GOURAULT, ministrez gouarnamant Bro-C'hall, a-zivout lakaat ofisiel ar c'horseg bloaz zo :« Il n'est pas envisageable que la langue corse devienne une langue co-officielle avec le français » (d'ar 5 a viz Geñver 2018).
(2) Met evidon-me, n'on ket evit lâret hag-eñ ez eus muioc'h a rummadoù o deus bevet pe a zo o vevañ diasterioù ar brezhoneg hiziv c'hoazh. Se a zo diwar ar pezh a dermen ur rummad.
(3) « Parler breton au XXI siècle » Fañch BROUDIG, écrivain, journaliste.
(4) « La France incrée » Ar Falz n° 89 2016 Emile MASSON, écrivain, philosophe
(5) « Normalisation d'une langue régionale dans la sphère économique : de l'utopie à la réalité : le cas de la langue bretonne » Denez PICHON, embreger.
- 10 -
Pa vez displeget, e 1976, gant Yves PERSON (istorour hag arbennigour war Istor Afrika, kuzulier F. MITTERAND e 1981) ez eo lakaet ar minorelezhioù broadel da strolladoù a berzonelezh istorel ha yezhel (ar pezh zo gwir evit Breizh e-touez reoù all), e spurmanter mat ar riskl a zo da stad Bro-C'hall hag a nac'h abaoe an dispac'h bras da zerc'hel kont eus ar pobloù ennañ. Anavezout ar yezhoù a sinifi anavezout ar pobloù a-orin...Evit gouarnamantoù Bro-C'hall e vefe digeriñ an nor d'ur vro gevreadel.
Kement goulenn-mañ a ya d'ober danvez diabarzh ar brezhoneg. Koulz lâret ez eus anv eus kudennoù peget ouzh ar brezhoneg abaoe pell dija : stad a baourentez ar gevredigezh vreizhek, didalvoudegezh ar yezh bet lakaet da skoilh evit diorren Breizh... Ur wech sanket don, er speredoù, diaesterioù ar Vretoned liammet gant ar stadud fall roet d'o yezh e voe dav dezho degemer « mare ar formika » ; da lavarout eo : ar vuhez vodern a veze graet hini « an aroakaad » deusouti… Gant se e voe heñchet da vat ar vrezhonegerien da lezel a-gostez dre gaer pe dre heg o sevenadur keltiek a oa ar brezhoneg un alc'hwez a-bouez eviti.
Daoust hag-eñ ez eo un afer naturel d'ur bobl bennak ar fed dileuskel he yezh evel-se ha pa veze start ar vuhez gwechall ? Diaes a-walc'h ez eo da grediñ. Neuze, petra a c'hall bezañ gwriziennoù danvez diabarzh ar brezhoneg ? Ha diwar-se, peseurt levezon zo kouezhet war an dud he deus miret ouzh ar Vretoned a zelc'her o yezh yac'h pesk ? Peseurt palioù a oa bet pennkoaz d'ar cheñchamant-se ?
Diouzh levezon ar brederouriezh hollvedel ijinet gant Bro-C'hall e c'hall bezañ tennet gwriziennoù ' zo. Setu petra a soñj Erwann PERSON eus kement-mañ : « J'ai seulement voulu dénoncer le grand mythe de l'unité française, présenté comme un fait naturel et non comme un processus historique plein de brutalité et d'abus de droit, comme tous les processus de ce genre » (6)
Gall a reer kompren ez eus bet daou dra war chouk an dud vunut a-benn neuze:
Da gentañ ez eo bet lakaet an ideologiezh c'hallek war ur bazenn relijiel. Jean Guy TALAMONI prezidant breudoù Gorsika a zispleg deomp ar fed-mañ : « (...)De droite ou de gauche, un sujet accorde tous les gouvernements français dans une forme d'hypersensibilité chronique, suscitant chez eux les mêmes réactions épidermiques(…) Oser mettre en avant les vertus , voire faire la promotion d'une autre langue reviendrait à attaquer celle-ci… La question de la langue ne ressort pas de la politique mais relève quasiment de la théologie » (7)
Da eil eo bet kuzhet ar mod da sujañ ar pobloù o deus gouzañvet poanioù kriz diwar kement-se : Er journal Ouest-France, embannet d'ar meurzh 4 a viz Hedro 2017, e vez lennet savboent Patricia LEGRIS, skolveuriadez eus Roazon, diwar-benn « Politique : le retour en force du roman national ». Savet he doa al levr « Qui écrit les programmes d'histoire? », PUG 2014 ha displegañ a ra deomp « Cette démarche ne relève pas de la science historique, c'est une démarche idéologique »… Evel-henn e komprenomp mat a-walc'h penaos eo bet skoachet ha nac'het Istor Breizh gant bed politikel Bro-C'hall abaoe keit-all. Ar sell-mañ paret ouzh doare da implijout an istor a greñva kemennad Erwann PERSON c'hoazh.
(6) « La France incrée » Erwann PERSON, historien.
(7) « Avanzà! La Corse que nous voulons » Jean Guy TALAMONI, prezidant bodadenn Gorsika.
(Evezhiadenn): Souezhet on bet gant emzalc'h Patricia LEGRIS da vare an tabut bras zo bet e-keñver an diskouezadeg keltiek, aozet gant mirdi Breizh, e Miz Mezheven 2022 ; aze eo bet lakaet en arvar gwriziennoù kelt ar Vretoned gant mirdi Breizh.
Kemer perzh he doa graet Patricia LEGRIS en ur stollad skiantourien o doa savet o mouezh ouzh skiantourien all, arbenigourien anezho war an danvez keltiek, a gavas trelatus klozadur an diskouezadeg.
Neuze
en tu-hont d'ar pezh a zispleg Patricia LEGRIS, diwar-benn an
ideologiezh a gaver e skritur programmoù ofisiel Istor
Bro-C'hall,
en em c'houlenn a ran penaos e c'hall-hi kaout un hevelep savboent
eus un tu ha bezañ a-enep skiantourien all a brou e
klask
diskouezadeg Mirdi Breizh dislivañ
pe diverkañ orinoù keltek Breizh zokén ?
Un dislavar a zo amañ hervezon pe daoust hag-eñ e ranker soñjal
n'eus Istor anezhi nemet hini Bro-C'hall?
- 11 -
Petra a zo choarvezet gant ar yezh neuze… Lañset e oa ar « gallegadur » gant an noblañs e deroù an daouzekvet kantved ha war-lerc'h gant ar vourc'hizien (6) betek an eil brezel bed da nebeutañ. Tamm ha tamm e kreskas levezon kêriz war an dud o chom war ar maezioù. Ret e tlefe degemer ar bed modern ar pezh ne oa ket aes er mare-se evit ar beizanted da skouer. Testeniekaet ez eo an dra-mañ e oberoù Pêr HELIAS.
Talvoudus eo menegiñ amañ ne voe ket kreñv kement-se ar « gallegadur » e Bro Gorsika (6). Gwelout a reer mat-tre, hiziv, ez eo posupl da Gorsiz krouiñ ur cheñchamant politikel don just a-walc'h. Hervez Erwann PERSON ez eo chomet hep efed gwirion ar « gallegadur » ouzh ar vourc'hizien eus Bro Gorsika.
Stadañ a reer he doa maget Beli Bro-C'hall kasoni ouzh ar bobl vreton evel ouzh pobloù-all n'o doa ket asantet ouzh he galloud ; pet a vareoù kenniveg zo bet etre Breizh ha Bro-C'hall a-hed an amzer ? Savet ez eus bet darvoudoù kriz ha prezegennoù hag a ziskouez splann seurt emzalc'hioù...
Arme skolaerien ar Republik ha melestradurezh Bro-C'hall en ur mod ledannoc'h bet lakaet d'ur c'hred-buhezel an hini e oa ! Ha diaes-tre e tlefe bezañ d'en em silañ kuit diouzh krabanoù e waskerezh...Pe dibosupl zokén.
Gant-se eo deuet an disorc'hoù da-heul :
Ur gwaskerezh war ar familhoù a voe savet koulz diwar urzhasadur ar yezhoù ha koulz diwar ur skeudenn fall-tre eus ar Vretoned oc'h-unan degaset gant levezon ar vourc'hizien ha kêriz.
Ur gwaskerezh war ar vugale dre an deskadurezh-skol bet aozet en doare ma voe pellaet mat ar speredoù yaouank diouzh sevenadur Breizh...Pounner-bec'h e veze, bewech, ster ar simbol roet d'ur skoliad o komz brezhoneg goude dezhañ bet toupinet pe flatret gant ur c'hamarad bennak. Ouzhpenn-se e tinac'he an tamaller e yezh dezhañ war an dro...
Goude, pouez ha levezon an ideologiezhioù politikel o doa rannet ar bobl vreton e-keñver dazont Breizh. Aze e taver da brederourez Simone WEIL a zispleg an traoù-se en he lizher « Note sur la suppression des partis politiques », 1940 . Lakaat a ra ac'hanomp da intent : n'eo ket ar reizhiadoù politikel aozadurioù demokratel dre ma ne ginnigont ket ur gwir dael d'an dud, nemet mennozhioù a glot gant un ideologiezh bennak. A-benn neuze n'eus ket mui frankiz e-barzh ar strolladoù politikel evit an dud e-penn an traoù, sañset, a-benn da vouezhiañ traoù disheñvel diouzh kedveno ar strollad.
Daoust hag-eñ e voe posupl d'ar Vretoned eskemm sioul kenetrezo evit gwir ha plaenaat ar gaoz war draoù un tamm kizidik anezho pa voe lakaet war-wel ar strolladoù politikel ? Savet e veze (e vez) emgannoù ideologel kreñv kenetrezo ar pezh a lakae (a lakaa) en arvar deur ar bopl a-bezh.
Gallout a reer soñjal e teuas da vezañ kalz luzietoc'h an dachenn gevredigezhel goude an eil brezel bed gant levezon don ar strolladoù politikel war ar speredoù.
An teulfilm « Des pierre et des fusils » a ziskouez splann, diwar skeudennoù resis ennañ, an dic'hallusted zo d'ar Vretoned da zaelañ hep ma ne vefe levezon ur strollad politikel bennak ba'r jeu da vat. Ezteuler a reont lies a-walc'h met livet mik eo o doareoù eskemm gant al leviadurezh.
Daoust hag-eñ ne voe ket ar gevredigezh vreizhek gwechall ur gevredigezh o tabutal diwar-benn he diaesterioù dezhi dalc'hmat...ha gouest da sevel diskoulmoù hec'h-unan.
Gant feulster siwazh pe plaennoc'h a-wechoù e c'hoarveze emdroadurioù a-drugarez d'ar bobl hec'h-unan hep na vije lakaet diaesoc'h c'hoazh an darempredoù etre an dud gant ideologiezhioù o tont eus an diavaez…
E-keñver levezon bilpous ar strolladoù politikel ez eus ur skouer hag a zo bet lakaet anat er Vro Vigoudenn da vare ravolt ar beisanted e mizvezhiad Mezheven 1961 ; an emsavadeg-se bet o tizhout Bro-C'hall a-bezh he do roet lañs da ginnigoù Alexis GOURVENEC.
Setu ersavioù ar strolladoù zo bet anezho er mare-se diwar levr Bernard BRUNETEAU, skolveuriad Roazhon 1, « De la violence Paysanne à l'organisation agricole. Les manifestations de juin 1961 en Pays Bigouden ».
(6) « La France incréée » Erwann PERSON, istorour.
- 12 -
- Pour le P.C.F : « ceux-ci accèdent à une véritable conscience politique en « combattant la politique agricole Gaulliste » et leur action nécessite donc plus que jamais une présence active du Parti, pour éclairer et aider à orienter le mouvement » dans « France nouvelle 21-27 juin 1961 »
- « La S.F.I.O. se félicite de voir les paysans finistériens condamner le régime libéral dont sont victimes à la fois les producteurs agricoles et les consommateurs et favoriser la naissance d'un syndicalisme agricole plus orienté vers les réformes de base et des solutions plus socialistes. » Dans « Le populaire, 9 juin 1961 »
- « Le M.R.P. explique que ce mouvement relève les contradictions d'un régime qui fait perdre aux Français le goût et le respect des lois. » Dans « Forces nouvelles 1er juillet 1961».
- Un doare tadelour zo d' ar Gaullistes pa vez displeget ganto ez eo dav bezañ gouest da gompren an emsavadeg-se a-hervezo... « Ces mouvements sont-ils, avant tout autre chose que des manifestations de la poussée démocratique, c'est-à-dire de la poussée gaulliste » dans « Notre république du 15 juillet 1961 ».
Nikun anezho a bled gant kudenn ar beisanted met an holl a glask benvekaat kounnar ar gouerion vigoudenn... Setu ez-resis displegadenn Bernard BRUNETEAU: « Et la récupération politique ; de l'extrême gauche à l'extrême droite, il n'est pas de parti qui ne voit dans les syndicalistes finistériens des militants attachés à la victoire de sa cause »
***
Met hiziv an deiz e c'haller komz eus un doare disheñvel da empentiñ dazont ar yezh ha marteze ez eo anv amañ eus danvez diavaez ar brezhoneg ! N'eus ket mui anv eus ideologiezhioù nemet doareoù disheñvel da vevañ a vefe.
Ha gallout a rafe gwriziennoù an danvez-mañ bezañ ar re da heul ?
Un anadenn a netra hag a zezverk ur galloud nevez koulskoude ! Hini ar rouedadoù sokial !
Setu ma c'hall ar brezhoneg bezañ lakaet d'un dra souezhus ha plijus kenañ gant pobloù-all pa vez-eñ skignet dre ur film brudet-kaer e broioù estren... E Stadoù-Unanet Amerika da skouer ez eo bet skignet ar film « Black hawks down » a zo e hesoniezh bennañ hini savet ha kanet gant an arzour Denez PRIJENT. « Gortoz a ran », an ton-se, an hini eo en deus graet perzh pell diouzh Breizh... Dre an heuliad « South Park » ivez e kaver ar memes anadenn. Setu skouerioù ersaviñ a vez kavet war chadenn Youtube :
- « Am extremely excited to share this song ! The language I'm singing in is called Breton, spoken by less than 200,000 people. It's considered an endangered langage !» Georgia Eyes 18 a vizc'hwec'hvrer 2018
- « Beautiful song and fantastic video - the language is very interesting. » airwolf8087 tri bloaz 'zo diwar ar video embannet gant Mdragon1801.
- « Very lovely song, enjoyed reading the lyrics. Very well done. »Squincegoddess tri bloaz ' zo
- « Almost kill my self year ago listen this beautiful song in a moment of depression and I did not know what does this song mean ,or even what was the lyrics mean and now I know I was right !!!» Olaiz Olaiz, bloaz zo.
Souezhus eo stadañ kement-mañ da heul : Titouroù gwir eskemmet etre an dud na ouzont tra 'bet diwar-benn ar brezhoneg – Ur yezh dedennus, ha talvoudus neuze ( er c'hontrol mik diouzh ar skeudenn bet roet deomp betek n'eus ket pell zo) – Troet eo an dud da c'houzout hiroc'h diwar benn ar c'hemennad degaset gant ar yezh-mañ, from don enni liammet gant an doare kanañ evel just met gant ar sevenadur keltiek ivez...
N'eo ket fall ar pezh e c'haller stadañ a-benn kont... Hag evit mont pelloc'h emañ amañ un doare nevez da sellout pizh ouzh ar brezhoneg… Ur savboent diavaez ar brezhoneg a zo ganet marteze! Ur savboent da frouezhusaat moarvat. Ar c'hoant gouzout hiroc'h diwar-benn ar brezhoneg met c'hoazh, diwar-benn an holl yezhoù ivez. Ken eeun ha tra!
- 13 -
E-keñver ar gwirioù etrevroadel :
Setu amañ un arroudenn eus al lezenn : « Résolution 2347, du 24 mars 2017, par le Conseil de sécurité des Nations Unies »
« La destruction délibérée du patrimoine est un acte criminel mais aussi que désormais l'atteinte délibérée et avérée à l'identité d' une population, aux témoignages de son passé, aux signes de sa civilisation constitue un acte criminel de la plus haute gravité(...) que ces crimes sont imprescriptibles...» (bet lakaet war wel gant Charlie GRALL, da geñver gouel al levrioù e Karaez.)
Gallout a reer gwelout ez eus muioc'h-mui a wirioù a sav evit gwareziñ ar sevenadurioù er bed a-bezh. Labourioù skol veur Moncton e Kanada a ya war ar memes tu gant Fernand de VARENNES da skouer... O sevel emañ-eñ reolennoù gwir etrevroadel a ziskouez ez eo ur yezh ur merk hevelebiezh staget ouzh he fobl a-benn ar fin… Dre-se e komprener e vo gwriziennoù nevez evit magañ ur c'hred-buhezel krouet da vat diwar an dinded mab-den ha n'eo ket diwar un ideologiezh bennak.
Da skouer : Votet eo bet n'eus ket pell 'zo ur « Résolution du Parlement européen du 7 février 2018 sur la protection et la non-discrimination des minorités dans les États membres de l'Union européenne »
Reolenn diwar « Cadre juridique de l'Union sur les minorités : défis et potentialités »
4.« engage tous les États membres à signer, à ratifier et à assurer l'application de la convention-cadre du Conseil de l'Europe pour la protection des minorités nationales, du protocole nº12 à la convention de sauvegarde des droits de l'homme et des libertés fondamentales et de la charte européenne des langues régionales ou minoritaires, ou à actualiser les engagements pris dans le cadre d'accords internationaux en la matière; souligne que les minorités autochtones et linguistiques devraient être traitées selon les principes énoncés ...»
Reolenn tennet diwar al lezenn : « Protection et défense des langues minoritaires »
16.« engage les États membres à s'assurer que le droit d'utiliser une langue minoritaire est garanti et à protéger la diversité linguistique au sein de l'Union en vertu des traités de l'Union ; »
17.« estime qu'il convient de respecter les droits linguistiques dans les communautés où il existe plus d'une langue officielle, sans restriction des droits d'une langue par rapport à une autre, conformément à l'ordre constitutionnel de chaque État membre ; »
War-du ar gwelaat e tiskouez ar gwirioù etrebroadel bezañ met, en desped d'ur youl ha d'ur preder savet diwar identelezh Europa hec'h-unan, e stader e chom gwan a-walc'h spered ar ratozhiad-se diwar gwirioù mab-den. Gant frazennoù a seurt gant « conformément à l'ordre constitutionnel de chaque État membre » ne vo ket diouzthu ur gwir lezenn etrevroadel e Europa evit rediañ ar stadoù. Pep hini anezho a c'hall ober diouzh e du hervez e vonreizh dezhañ... An hevelep aezamant a verk siwazh pegen dister e vez lakaet gwirioù mab-den zo gant emzalc'h diazv pe bilpous hon dileuridi.
Ar goulenn pennañ eo : ha nerzh awalc'h a vo d'ar Vretoned ( pe d'ar vrezhonegerien dreist-holl ) evit mirout bev o yezh ken ma vo azezet groñs ar gwirioù etrevoadel-mañ? Setu perak emzalc'hioù ar Vretoned e-keñver souten ar brezhoneg a zo pouezus-kenañ evit saveteiñ anezhañ : peul pennañ identelezh Breizh eo.
- 14 -
Neuze e c'haller klask gouzout hag-eñ e vo an trede remziad bet tapet en argerzh diskar ar yezh kad da souten saveteerezh ar brezhoneg da vat ? Setu un nebeud goulennoù da wiriañ evit gouzout hiroc'h diwar-benn savboent ar rummad-mañ.
Daoust d'ar fed ez eo bet lakaet e pennoù an dud ez afe ar brezhoneg da get, petra a soñj bremañ tud ar rummad emaon o studiañ diwar benn ar brezhoneg hiziv ?
War a glever pe war a vez lennet e skrid-mañ skrid ez eo gwir e reer stad vat eus ar yezh bremañ betek lakaat anezhi d'un dra bouezus ; perak e chom ar rummad (tud oadet etre 50-75 vloaz) neuze hep ober gant ar yezh hiziv e 2019 ?
Evel-henn on troet da studiañ spisoc'h ar pezh a zo c'hoarvezet d'ar rummad-mañ seul vuioc'h ez eo ma rummad-din ivez. A-hend-all daoust ma soñj Fañch BROUDIC n'eo ket ma remziad «..., en l'état actuel des choses, un point d'appui pour le maintien ou pour la progression de la langue régionale. » e soñjan e c'hall an oadvezh-mañ degas ur savboent pouezus a-walc'h d'ar re yaouankoc'h memestra.
Kemer perzh er bed ekonomikel a ro da'm rummad ar c'hallusted harpañ ar brezhoneg mat a-walc'h c'hoazh. Mennozhioù Denez PICHON da skouer a denn war an tu-mañ...
Ouzhpenn-se e soñjan ez eo kiriek ma remziad d'ober diouzh ma ne vo ket torret ar chadenn etre ar rummadoù brezhonegerien. Un afer a emzalc'h e-keñver ar yezh an hini eo a-benn kont.
Met daoust hag-eñ e kredomp en un dazont brav a-walc'h d'ar brezhoneg ?
Ha lakaet eo bet d'ar wirionez e vo kollet hon yezh da vad pe daoust hag-eñ e chom goanagoù ennomp e vo saveteet ar brezoneg ?
Daou c'houlenn zo staget ouzh an danvez-mañ neuze :
Pegen don e oa bet tizhet tud ma rummad pa oant yaouank dre glevout pegen dismegañset e veze ar brezhoneg tro dro dezho ha dre welout an dievezh a veze war e zivoud.
Daoust hag-eñ ez eus bremañ ul levezon all war ma rummad-din o tont eus sell diavaez a-zivout ar yezh ?
***
- 15 -
- DOARE OBER -
1- Sevel ur goulennaoueg :
Ar sujedoù a glaskan sklaeraat a zo :
- ar mod soñjal a oa anezhañ er bloavezhioù 1960 / 1980 ha peseurt emzalc'h(ioù) a veze d'an dud bet karget da zesevel ar yaouankiz: er familhoù – er skol – er gevredigezh.
- ar savboent a zo degaset gant ar rummad-mañ hiziv.
2- Ober ur c'halvadenn d'an dud eus ar Vro-Vigoudenn
Ar standilhon a vefe :
1- Ar chomlec'h :
- Reoù a oa o chom war ar maez ,
- Reoù-all war an aod
- Tud a oa o chom e kêr.
- Bretoned divroet.
2- Maouezed ha gwazed evit pep takad :
Lakaet omp bet da gompren dre gentel Ronan ar C'HOADIG e oa emzalc'hioù disheñvel etre ar reizhoù e-keñver ar yezh. Marteze ez eus bet emzalc'hioù disheñvel etrezo ivez em rummad din ?
3- An oad a rank klotañ d'an dud a zo etre 50 vloaz ha 70 vloaz hiziv mui pe vui.
4- Renkadoù sokial :
- Met an dud vunut
- Met an dud binvidikoc'h... Den ebet eus ar renkad-se n'en deus respontet
3- Dielfennañ ar respontoù.
4- Tennañ linennoù stur a c'hallfe ezteuler savboent ar rummad a vo studiet amañ peogwir ez eo ur mare a-bouez e planedenn ar brezhoneg.
Re voan eo ar standilhon studiet evit ma vefe tennet kentellioù da vat ha da viken. N'eo ket klok al labour-mañ. Un tennad kentañ eo evit studiañ savboent tud ar rummad-se e-keñver ar brezhoneg. Rankout a ra al labour-mañ bezañ donet ha ledanet en amzer dazont. Bez e c'hallfe ar goulennaoueg bezañ kinniget da vroioù Breizh Izel.
- 16 -