
Ha goude ?
Sevel traoù fetis a zo ar pep pouezusañ...
DESKIÑ LENN ar peurunvan zo ar pep aesañ hag ar pep buanañ erwech. Kement-mañ a c'hall bezañ graet gant tud hag a gompren brezhoneg lec'hel hep bezañ kad da gomz anezhañ pe evit tud n'emaint ket en o bleud gant ar gomz.
Daou abeg pennañ a zo : adkavout ar gomz e brezhoneg en ur dalvoudekaat an taol-mouezh lec'hel ha kompren brezhoneg ar re a zo stummet war-bouez ar peurunvan...
Ereadurezh ar skrivadur pe hini ar gomz a zo diwar ar memes stumm keltiek. Aes a-walc'h e vefe dezho deskiñ lenn gant ma vo tud oc'h ober un tamm war o zro en ur zegas dezho, da skouer, ar c'hlotadurioù a zo etre silabennoù skrivet ar standard ha soniadoù o yezh soñjet. Barregezh komz a c'hall dont dre-lenn, a-vouez uhel pergen.
Kement-mañ a c'hallfe bezañ un hentenn vuanik, betek e teufe dezho al lavar en dro eta... Chom a rafe da stankañ an toulloù diouzh an ezhommoù evit reiñ muioc'h a fiziañs dezho... Un hent da zifraostañ moarvat evit lakaat niver ar gomzerien da vont war gresk : 16% eus tud hor rummad hepkén hiziv...(pajennad 17 Lodenn 1)
Livet eo ar brezhoneg madik a-walc'h hiziv gant ur vodernelezh bennak hogen kompren a reer mat diouzh testennioù zo pegen pouezus eo mare ar bugaleaj, ar yaouankiz ; dreist-holl pa vez anv eus an doare da vevañ gwechall… Trawalc'h eo mont war-gil betek ar bloavezhioù 60-70 evit dizoleiñ en dro ur bed e vuhez zisheñvel mik diouzh hini a-hiziv…
***
E spered tud hor rummad ez eus ul liamm kreñv gant hor yaouankiz bet bevet er bloavezhioù-se. Fromoù dre-laer pe vuhezekoc'h a sav ur gwirvoud o stekiñ ouzh ar vodernelezh. Heverk eo kement-mañ a-zivout ar brezhoneg diouzh respontoù zo bet. Rannet omp etre daou ved :
Bez ez eus hiraez hor bugaleaj, ur bed gwarezus o tegas eñvorennoù eürus deomp an aliesañ...
Setu soñj (TQ): « La langue bretonne est belle lorsqu'on l'écoute mais pour moi à la condition qu'elle soit locale que ce soit familiale, doux sécurisant à entendre, étant jeune, je l'entendais souvent lorsqu' il y avait des ordres ou des consignes liés au travail des champs car les animaux de la ferme ne connaissaient que les ordres donnés en Breton, le cheval et les vaches ; il y avait le ton de la voix, c'était très bref et compréhensible, les mots d'échange étaient très limités. »
Bez ez eus, ivez, ar vodernelezh a hiziv spletoc'h met... dister war en dro.
Diouzh soñj (FD) : « La question de la langue n'était pas débattue, parler le français c'était tourner la page des jours sombres, aller vers le modernisme : la machine à laver, le téléphone, la TV, la mécanisation de l'agriculture qui perdait ses ouvriers trop mal payés, l'exode rural battait son plein, les petites exploitations vivotaient. Le PROGRÈS était le maître-mot et quand on connaît comment on vivait à la campagne dans les années 50, c'était heureux d'aller vers le progrès : on abattait les talus et remembrait, on drainait les prairies, on construisait des stabulations libres pour les troupeaux, les coopératives amenaient leurs conseillers pour faire toujours plus… On ne voyait pas que, sur le même autel du « progrès », on sacrifiait la nature, les emplois de l'agriculture et la langue dont on ne voyait plus l'utilité». ( Pajennad 32 - Lodenn 2)
- 1 -
1 - POUEZ AR VODERNELEZH
Dre an unvanadur eo ez a identelezh ar pobloù war-gil. Eus-se e seblant bezañ ur chañs, en ur mod, evit ar yezhoù bihanniver trapenn d'an dud hag a zo muioc'h-mui emouez ouzh koll ster ar vuhez hiziv ; ar vuhez vodern a bella ar mab-den diouzh an natur ha reizhwiriek eo pa soñj an dud ez eo dañjerus an emdroâdur-se.
Er memes mod ez eo deuet ar c'hulturioù da vezañ un dalc'h naturel o vont dreist « AR C'HULTUR » steunvaet ha kinniget d'an dud diwar-laez... Ur c'halz a breder diwar-benn ar gevredigezh ha stadet e vez ganto ar riskloù meur a c'hourdrouz an denelezh. ( Pajennad 91 - Lodenn 3)
Diwar soñj (RV): « Dans notre société au nom du modernisme les choix qui ont été fait ont souvent occulté la valeur humaine en France mais aussi dans les autres pays appauvrissant nos cultures et aujourd'hui au nom de l'écologie nous essayons de sauver des plantes ou des races d'animaux en voie de disparition et l'homme est devenu un esclave sans racine de la surconsommation et de l'argent. »
2 - POUEZ AR BUGALEAJ
Re wir eo ez eo peget mat mareoù ar bugaleaj, ar yaounkiz en hor c'hreizon. Diwarno e kresk hor buhez ; gwriziennoù prizius eo rak hon tud, hor familh, hor mignoned.., hon doare da vevañ gwechall o doa ( o deus ) savet hor sell ouzh ar bed. Pep hini ac'hanomp a zo bet kizellet e zoare den dre lusk ar vuhez bep a-dammig m'en em zispake he eurvezhioù eürus pe wallürus tro dro deomp… Hiziv e chom roudoù eus buhez hor bugaleaj e memor hor c'halonoù ; Ar fromoù-se a vag un nerzh hag ur skoilh erwech... Ret eo o doñvaat evit mont war-raok !
Setu soñj NC e-keñver ar goulenn da heul : Keuz ho peus ma'z afe ar brezhoneg da goll ?
( Pajennad 93 – Lodenn 3 )
(NC): Oui, parce que, même si elle tente de refaire surface, elle ne sera plus jamais parlée de la même façon. Je fais partie, paraît-il ( c'est une étudiante de Diwan qui me l'a appris ), de la génération « perdue » ; celle par qui la coupure s'est faite. Celle à qui la génération précédente n'a pas transmis le breton, celle qui aimerait bien que ses enfants ou petits-enfants y reviennent.
(NC): ...Ce qui me chagrine le plus, c'est que les gens qui l'étudient aujourd'hui le parlent avec un accent français très prononcé et font complètement abstraction des intonations qu'on entendait autrefois. Toutefois, cette expérience n'a pas été complètement négative ; j'ai appris des choses, obtenu des réponses ou des explications à des choses que je ne maîtrisais pas et que mes parents ne parvenaient pas à m'expliquer... Mais, à moins de pouvoir le parler avec des anciens dont c'était la langue maternelle, ça ne m'intéresse pas de parler avec ceux dont le français est la langue maternelle ; cela n'a plus rien à voir, je ne m'y retrouve pas.
NC a zo digalonekaet he c'hoant da vont pelloc'h gant ar brezhoneg nemet ar spi e vefe kad he bugale-vihan d' e zeskiñ a zo enni.
Skoilh ha goanag mesket asambles o rannañ hor santadoù ouzh ar yezh ! Fromoù a yaouankiz zo a vev ennomp atav ; diwarno ur gwirvoud staget kreñv ouzh hon emzalc'h a-hiziv : didrouz, treuzwelus, mut…
Deomp-ni da vont er-maez eus ar gaoued-mañ a ra tud tonkelour deusoudomp en ur bellaat ac'hanomp diouzh an treuzkas ! Ul lodenn vat eus hor bugaleaj a vez adkavet er yezh avat, er bigoudenneg ez resis ; kompren anezhañ zo mat... met kalz fromusoc'h eo e dreuzkas.
Ha bremañ ?.. Tolpañ ar bugaleaj hag ar vuhez vodern, marteze...
- 2 -
3 - "KOMZ "AR PEURUNVAN HAG E STADUD HIZIV
Me 'gav din ez eus un darn vrasañ eus an dud o c'hemmeskañ kefridi ar peurunvan gant hini ur yezh klok. Kouskoude ez eo ar standard ur skritur hebkén ; Ar peurunvan eo an anv a roer da reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg hervez termenadur « Geriadur Brezhoneg an Here ». Un distagadur a zo anezhañ diouzh ar skritur evel-just nemet na zegas ket an holl soniadoù komzet da vat : dreist-holl reoù ar brezhoneg lec'hel…
Ar c'hemmesk-mañ a zo anezhañ diwar ur stadud yezh klok bet staget d'ar peurunvan tamm ha tamm hep den e verzout a-benn kont ; E gwirionnez eo bet ouzhpennet d'ar peurunvan un doare yezh gomzet diouzh e vod skrivañ e-unañ…
Se zo bet peogwir n'oa ket hor rummad evit buheziñ kevredigezh ar vro gant yezh hon tud. Dre ma n'oamp ket evit brezhonegiñ stank a-walc'h e oa diaes deomp pe diposupl zokén harpañ dazont ar bigoudenneg hag e dreuzkas d'hon tro...
Ur c'halz ac'hanomp hag a gompren brezhoneg ar vro zo chomet mut betek-henn ; Kollet eo bet fiziañs ennomp e-keñver ar yezh ha lezet ganeomp ar bigoudenneg da vont d'en em guzhat er foñs hor memor. Ar bigoudenneg stanket ennomp zo bet sonnet ha tavet warnañ 'ta... Betek-henn n'eo ket bet klevet ar bigoudenneg gant ar re yaouank pa n'oamp ket (ha n'emaomp ket hiziv c'hoazh) en o zouez o vrezhonegiñ. Erlec'hiet omp bet gant al levrioù en ur mod... Setu perak e savan ar goulenn da heul :
***
4 - PESEURT PLAS A ZO D'HOR RUMMAD EN DAZONT AR BREZHONEG E-KEÑVER UR GEVREDIGEZH ZIVYHEZEK HETET E BREIZH ?
Lavarout a rafen a-walc'h :
M'hor bije gallet derc'hel hor plas ne vije ket bet un hevelep stadud d'ar peurunvan hag ar brezhoneg lec'hel ( ar bigoudenneg du-mañ ) a vefe klevet kalz muioc'h hiziv.
Setu perak emaon e sell kenderc'hel al labour-mañ gant ar spi e c'hallfemp adpakañ ul lodenn eus ar plas a vije bet deomp ma vijemp bet desavet e brezhoneg gant hon tud. Eus ur gendalc'hegezh eo anv bremañ… Ret eo he staliañ er gevredigezh en-dro.
HOR ROLL DEOMP-NI A VEFE...
Ur roll hon eus da c'hoari hag ur plas da gemer evit aznerzhañ ar brezhoneg. Gwelloc'h eo deomp heñchañ ar peurunvan gant mouezhded ar brezhoneg lec'hel eget teuler drez ouzh skritur ar peurunvan ha chom mut da viken. E degouezh re yaouank ar vro ez eo anv eus treuzkas doare komz ar brezhoneg lec'hel dezho.
(JB): Pour l'apprendre il faut le parler quotidiennement, et mettre les anciens en contact avec les plus jeunes pour reparler le breton.
« Gwir eo ! Hag hor rummad, ivez ha justamant, a zo ken pouezus all, en ur mod hep deomp e c'houzout ; bez ez eus hor skiant-prenet deomp-ni e-keñver ar yezh dre ma 'z eus kalzig ac'hanomp gouest da gompren mat-tre brezhoneg ar vro... Ha pa ne vezomp ket gouest da dreuzkas ar yezh komzet d'ar yaouankizoù, hervez lod, e c'hallfemp kas dezho ar c'hoant d'ober ganti, memestra... Gouzout a ouzomp, hiziv, ar pezh zo c'hoarvezet gant ar yezh... » ( Pajennad 98 – lodenn 3 )
« A-hent all omp ar re ziwezhañ, bet bevet o yaouankiz hervez doareoù a-gozh, ha ning zo ar gwellañ testoù a c'heller kaout a-zivout cheñchamantoù kevredigezh Vreizh.
Anv zo ivez eus an troc'h etreoadvezhel a rankfemp diverkañ ha kinnig d'ar re yaouank ur skoazell a-benn ma tapfent en dro ar sevenadur bet adtennet diganeomp. » ( Pajennad 121 – Klozadur )
Ar barregezhioù-mañ a c'hall frammañ un tamm mat a fromoù hor bugaleaj ha reiñ ur ster fetis dezho en hor buhez a-hiziv. Diwarno e kavan posupl d'ul lodenn vras ac'hanomp pignat asambles an eil re gant ar re all war ur bazenn boutin a c'hallfe reiñ nerzh da vrezhoneg ar vro hag hini desket hiziv war an dro !
- 3 -
PENAOS OBER ?
« An treuzkas zo bet torret gant tud a oa brezhonegerien a-vihanik da vare ma oa ar peurunvan o c'hounid tachenn...Ne zleje ket bezañ aes d'an dud gwelout ar brezhoneg cheñch stumm hep kemer perzh eus an emdroâdur-se... » (Pajennad 119 Klozadur)
Savet eo bet neuze un diglosiezh zon (Pajennad 131- 135 Daveoù). Ur gwir gaoued o sonnañ hon doare da welout hag a stard hor c'hoant da vont war du ar brezhoneg hiziv. Ar skoilh-mañ zo staget d'hor yaounkiz, d'hor bugaleaj dre m'hon eus klevet brezhoneg hon tud hepkén. Evel henn eo diaes deomp, ivez, degemer ar standard a hañval deomp bezañ ur yezh eus an diavaez ; Gaou hon eus evelkent rak ar peurunvan n'eo tra ebet all nemet standardisañ ar brezhoneg skrivet ; ur c'hlokadur d'ar yezh gomzet an hini eo a-benn ar fin... Hag « e c'haller merzout ez eo keñveriek kudenn ar « peurunvan » hiziv c'hoazh gant hini mare hon yaouankiz : lakaat war-wel er skritur ar soniadoù a veze klevet diouzh komzoù hon tud, hon tud-kozh... » (Pajennad 112 - Klozadur)
A-benn diskoulmañ ar skoilh-mañ e kavan ez eo a-bouez bras e vefe miret ar brezhoneg lec'hel hag hini degaset d'an danvezioù brezhonegerien erwech rak ar brezhoneg skrivet ha komzet a stumm an herêzh solut a vo lezet d'ar rummadoù o tont war hol lerc'h…
(NC): ...Ce qui me chagrine le plus, c'est que les gens qui l'étudient aujourd'hui le parlent avec un accent français très prononcé et font complètement abstraction des intonations qu'on entendait autrefois.
Lenn ar peurunvan a laka ac'hanomp da gompren brezhoneg ar re nevez desket ; gant se e kaver an tu d'o zreuzkas yezh hor bugaleaj dre-gomz...
« Ar standard, ur yezh hec'h hent digempouez, a c'hall bezañ gwellaet en ur zegas dezhi dibarderioù lec'hel ar brezhoneg komzet en-dro ar muiañ posupl. An diglosiezh bet boulc'het gant hon tud a zo da ziskoulmañ bremañ. An dra-se zo hervez emzalc'hioù ar Vretoned e-keñver ar brezhoneg a zo emzalc'h hor rummad deomp-ni en o zouez... » (Pajennad 122 – Klozadur)
KINNIGOÚ FETIS
A- KENDERC'HEL GANT AR GOULENNAOUEG.
> Ledannañ anezhi war-du an holl vroioù Breizh :
1 - Kadarnañ pe digadarnañ disorc'hoù an enklask-mañ.
2 - Goût hiroc'h diwar-benn istor hor rummad.
3 - Kizidikañ.
> Sevel testenni hor rummad.
Dre ar goulennaoueg ez eus bet lod ac'hanoc'h oc'h adsavlec'hiañ a-zivout ar brezhoneg. Un erzav heverk eo hag a c'hall sikour aznerzhañ ar brezhoneg diouzh c'hoant pep hini hag ober un degemer d'hor yaouankiz a-benn lakaat an treuzkas da dreiñ en-dro...
(RD): Je ne mettrai pas de point final à ce questionnaire sans vous remercier de l'avoir créé, il a été pour moi comme un examen de conscience et aussi à me repositionner sur ce domaine de cœur qu'est notre langue en mal d'amour, car c'est bien de cela qu'il s'agit, mais à mon sens nous pouvons aller ensemble, enfin, tous ceux qui le veulent vers un avenir plus radieux pour Elle, car Elle le mérite, et, nous aussi. Nous pourrions en reparler peut-être une autre fois ou échanger...Ce sujet est vaste. Encore une fois : merci !
(FMD): Je vous remercie d'avoir créé ce questionnaire qui m'aura permis, en essayant d'y inclure quelques pointes d'humour, à des degrés divers, d' exprimer pour la première fois, ce que je ressens sans devoir subir de quolibets ou d'avis contradictoires immédiats .
(FYG): Je suis désolé de ne pouvoir mieux contribuer à votre étude, j'espère que cela vous aidera dans votre rédaction, je souhaite surtout que votre étude contribue à sauver notre identité, mais comme je vous le dit plus haut, la nation France ne survivra que si elle donne une identité aux peuples qui la composent, sinon elle disparaîtra.
(IL): Merci d'avoir pensé à ce questionnaire. Que ferez-vous des réponses? A-wir galon, ken ar c'hentañ.
(LF): Un grand merci de m'avoir permis de m'exprimer, il y aurait tellement de choses à dire car c'est un sujet sensible. Le fait d'avoir été « exilé » à renforcé mes liens avec la Bretagne. J'aurai préféré pouvoir remplir le questionnaire en breton...Peut-être un jour. J'espère que mes réponses correspondent à ton attente. En tout cas bravo de t'être investi. Quelle satisfaction !!! Ur wech all. Louis
.…
- 4 -
B- MUZULIAÑ AN ENGOUESTLOÚ, AR MENNADOÚ...
> Sevel ur c'haier engouestloù diwar mennadoù an dud e pep bro Vreizh:
1 - Anavezout tud o defe c'hoant da sammañ o c'hein gant un tamm eus dazont ar brezhoneg...
2 - Rannañ an treuzkas.
3 - Sevel ur reizhiad tud a c'hallfe sikour ar brezhonegva, kehentiñ kenetrezomp.
C- KINNIG UN DOARE D'OBER EVIT KOMZ EN DRO :
> Sevel un doare deskiñ lenn ar peurunvan distaget e mod ar vro a-benn reiñ lañs d'ar gomz...
1 - Kavout tud a vefe prest da gemer perzh eus ar raktres-se evit sevel un doare d'ober resis.
2 - He lakaat e pleustr evit kreñvaat brezhonegva ar Vro Vigoudenn.
3 - Ober diouzh ma vefe «livet distagadur ar peurunvan» evit tostaat muioc'h ar rummadoù an eil re ouzh ar ra all : hon tud, ni hag ar yaouankiz…
« Ur youl a zo anezhi : tro dro 62% a dud o deus c'hoant da vont donnoc'h e-barzh ar yezh… Ar pezh n'eo ket fall a-benn kont e-keñver ar gwask kouezhet war chouk hor rummad. Met, pell emañ Yann diouzh e gazeg hag a-bouez bras eo kinnig doareoù d'ober a rofe ezhommoù d'an dud. » (Pajennad 97 – Lodenn 3)
> Dre vraz e vez kejet gant pemp live yezh.., hag e c'haller ijinañ an deskadurezhioù da heul :
1-An dud o deus da zeskiñ pep tra...
A-Diwar tra ebet ez int... Ha me 'barzh ar jeu-se dek bloaz 'zo...
2-An dud o deus poan pe n'int ket evit komz brezhoneg lec'hel :
B-Reoù a zo roudoù ar brezhoneg lec'hel ganto.
C-Reoù a gompren ar brezhoneg lec'hel.
3-Tud emrenn :
D-Reoù a gomz brezhoneg lec'hel.
E-Reoù a gomz brezhoneg lec'hel ha kompren ar brezhoneg standard ( peurunvan).
4-Tud a zo o yezh tost da vezañ klok :
F-Lod a gomz ha lenn ar brezhoneg lec'hel ha kompren ar brezhoneg standard ( peurunvan ).
G-Lod all a ra pep tra e brezhoneg lec'hel , kompren ha lenn ar brezhoneg standard ( peurunvan ).
5-Tud a zo gant ur yezh klok da vat :
H-Lod all a ra pep tra e brezhoneg lec'hel ha kad da gompren, lenn ha skrivañ ar standard.
- 5 -

- 6 -
Deomp-ni d'ober gant an daoù zave da heul : hini hon hendadoù ( ar vuhez gwechall gozh hag ar yezh komzet ) hag hini ar yaouankiz ivez ( ar vuhez vodern hag ar brezhoneg standard )...
Betek henn en em gavomp en un « No Man's langue » ken dic'houest ma'z omp da vont dreist an diglosiezh diabarzh ar brezhoneg.
"Hor rummad an hini eo a zo an hini nemetañ gouest d'hec'h ehanañ koulskoude. Dazont ar brezhoneg a heulio an hent a vo toullet ganeomp : un hent-dall pe un hent frank. En ur stumm bennak eo ret deomp tolpañ an amzer gwechall hag hini a hiziv a-benn diogeliñ un emdroâdur seder evit yezh ar vro." ( Pajennad 120 – Klozadur )
D- KEMMENN AR RE YAOUANK
> Mont e darempred ganto war-bouez ar bed skol ( klasoù lise diyezhek )
1 - Displegañ dezho Istor hor rummad hag hor savboent savet diwar disorc'hoù ar goulennaoueg. Sevel hor mouezh diwar ho testennioù...
2 - Broudañ warno a-benn ma'z afent e darempred gant tud o bro ha dizoleiñ gwelloc'h o brezhoneg lec'hel… raktresoù pedagogel a vefe.
(JB): Pour l'apprendre il faut le parler quotidiennement, et mettre les anciens en contact avec les plus jeunes pour reparler le breton.
« Displegañ herêzh hon tadoù d'ar re yaouank a zo ret ober. Ur yezh a zo a-bouez kén ha kén peogwir e ra da c'houiziegezh ur bopl beajiñ a-hed an amzer. Gant-se e vez pinvidikaet a rumm da rumm herêzh ar bopl-se.
Neuze ne soñj ket din ez eus un abeg bennak anezhañ a c'hallfe reizhwiriañ skarzhadenn ar c'houiziegezh-se eus herêzh ar yaouankiz a-hiziv.
Ar c'hontrol eo hep mar na marteze. » ( Pajennad 125 – Klozadur )
- 7 -