
3 - Disoc'hoù ar goulennaoueg Lodenn 1

Lodenn kentañ – PIV OC'H ?
1- ER BLOAVEZHIOÙ 45/80 PELEC'H OAC'H O CHOM?
- 18 den bet o chom war ar maez = 35%
- 15 den war vord ar mor = 29%
- 13 den e kêr e Breizh = 25 % a zo 6 anezho bet o vevañ e broioù all (12% divroet)
- 6 den e kêr diavaez Breizh = 12%
2
-3 PESEURT LIVE BREZHONEG HO POA ER MARE-SE HA
PESEURT HINI HO PEUS HIZIV?
51 respont : 100%

Hiziv e c'haller stadañ ez eo aet live ar brezhoneg ( unan ha hanter kant den, amañ ) war gresk ; 43% anezho a zo gwelloc'h o brezhoneg ha 20% a zo gant ul live izelloc'h.
Evel-henn ez eo ar c'hoant da gomz muioc'h e bzg ur gwirvoud (43%) : Niver a vrezhonegerien a zo ingal met ar mod skrivañ a zo muioc'h anavezet hag ar c'hompren dreist-holl betek 63% ( hini ar peurunvan da skouer ).
Niver a gomzerien a zo gwanoc'h avat 16% eus an dud hebkén.
Ar re a gomprenn brezhoneg hep bezañ kad d'e gomz a rankfe deskiñ ar mod lenn. Aes a-walc'h e vefe dezho gant ma vo tud oc'h ober un tamm war o zro en ur zegas dezho ar c'hlotadurioù a zo etre moueziadennoù ar standard ha soniadoù o yezh soñjet. Kement-mañ a c'hallfe bezañ un hentenn betek e teufe dezho al lavar en dro eta... Chom a rafe da stankañ an toulloù diouzh an ezhommoù evit reiñ muioc'h a fiziañs dezho... Un hent da zifraostañ moarvat evit lakaat niver ar gomzerien da vont war gresk : 16% eus tud hor rummad hiziv hepkén...
- Live bet uhellaet 22/51 = 43%
Da skouer:
Gant kentelioù = 5
El lise = 1
Gant ur stummadur = 1
Er skol veur = 1
E-unan = 6 eskemmoù, mediaoù (Radio Breizh Izel, R.B.O.), laz kanañ,
stajoù ( Mervent, Skol an Emsav ), hentennoù ( Assimil )
- Chomet gant ar memes live 19/51 = 37%
- Live izeloc'h 10/51 = 20%
- 17 -