1 - Araok kregiñ ganti !

An enklask-mañ graet e Bro Vigoudenn a zo

diwar-benn argerzh diskar ar brezhoneg

hag an dud etre 55 ha 75 vloaz hiziv paket gantañ...


Ar pezh a felle din gouzout ha kompren diouzh an argerzh-se eo

" Peseurt darempredoù 'zo bet etre ar rummad-tud-mañ

hag ar brezhoneg e-pad o yaouankiz

ha peseurt re 'zo dezhañ hiziv ? "


E fin an enklask e oa deuet anat din e teuje al labour-mañ da vezañ 

ul lizher digor da dud ma rummad...




Pierre-Jean Cosquer – Kounskrid kroget e 2019




Trugarekaadoù


Laouen on o trugarekaat an dud bet o respont d'am galvadenn e 2019.

Trugarez evit an testennioù bet fiziet ennon.

Gant mont goustad hag aketus evit o studiañ eo on deuet a-benn da livañ

talbennigoù savboent hor rummad.

Istor sokial ar yezh a emdro diehan ha pep hini a gemer perzh ennañ ent-emoueziek pe ent-diemoueziek ar pezh a luzia seurt labour.

Kontant on evelkent  da vezañ evit kompren gwelloc'h tud ma rummad daoust d'ar seurt taolennoù diglok atav. An dra-se a oa pal pennañ an enklask-mañ ha spletus eo ar pezh a c'hall bezañ adtennet deusoutañ  evit harpañ dazont ar brezhoneg...


An adlenn zo bet un hir a grogad ivez... 

Lâret e vez n'eo ket "skrivañ" hag "adlenn"ar memes micher.

Mersi bras 'ta d'ar re o do paseet un tamm mat ac'h amzer 

evit reizhañ ma labour.





Me hag ar brezhoneg...

E 1964 war barlenn ma zad gant ma c'hoar ha ma breur e Sant Voran !



Me zo bet ha ne ouien tra 'bet diwar-benn ar brezhoneg...


Ne oan ket evit komz brezhoneg nag e lenn nag e skrivañ met ar youl d'e gomz a oa ganin ; fellout a rae din komz ouzh ma zad dreist-holl. Din-me e oa reizh ha naturel komz brezhoneg. Ne gomprenen ket perak ne gomzen ket anezhañ.

Hogen e oa divroet ma familh e bro Normandi da vare ma bugaleaj ; koulskoude, o vezañ ma teuemp ingal da Vro Vigoudenn, e tarempreden mat a-walc'h tud ma familh hag a veve e Breizh a-viskoazh. Divizet e oa bet gant ma zad dont da Vro Vigouden en dro e 1972. Bloavezhioù war-lerc'h, d'am oad-krenn, ne ouien seurt ebet diouzh stad ar brezhoneg ha me da vezañ souezhet ha dipitet war an dro gant emzalc'h ma mignoned e-keñver ar yezh. Lakaat ar gaoz warni a vouge diouzhtu an eskemmoù kenetrezomp ; ar brezhoneg ne oa ket o afer mui evit doare.

Ur gwirvoud c'hoazh a oa ar brezhoneg er vro memestra. Perak 'ta e veze un hevelep emzalc'h gant ma mignoned ?

Diouzh ma zu e oan bet bepred o klask deskiñ yezh ma zad. Da gentañ penn em boa goulennet digantañ kelenn ar brezhoneg din ; « Ne c'hallan ket !...N'on ket evit e skrivañ » a voe e respont. Pennek e oan bet ha setu me gant ul levr skrivet gant Vincent SEITE en doa roet din memestra ! Din da strivañ neuze!

War lerc'h em boa heuliet kentelioù el Likez 'ba Kemper. Kalz diwezhatoc'h e voe kentelioù noz e Sant Voran. Diwezhatoc'h c'hoazh e oa bet divizet ganin selaou kazetennerien ar skingomz. Ganto e teue ingal frazennoù heñvel. Bez on deuet da-benn 'ta a intant bep a dammig muioc'h ar pezh a veze lâret ganto ; Kompren fraezh un dister dra a veze ur c'hontantamant bewech.

A-benn ar fin e oa bet graet ma soñj ganin heuliañ ur stummadur hir dre soubidigezh c'hwec'h miz anezhañ ha war-lerc'h tri miz ouzhpenn. Digoret e oa bet din hent ar brezhoneg komzet pe skrivet. Da wir e oa deuet din neuze het don ma bugaleaj.

E meur a dra em boa kroget d'ar mare-se, hag an eskemmoù gant tud ma familh, ha selaou kaozadennoù skingaset d'an dud gant Yann-Bêr GUYADER ( kazetenner e Radio Kreiz Breizh, gantañ brezhoneg e vugaleaj) a zeuas da vezañ sklaerroc'h-sklaer din ha toullañ kaoz am eus kredet ober gant tud dianv din.

Bevet 'm boa traoù fromus ha kalonekaus zokén met e chome diefedus ma brezhoneg e meur a geñver, da skouer : en em gavout gant ar re gozh, skrivañ a-zoare pe lenn, memes, evel ma levr kentañ (« Nikolazig e brezhoneg ») a lavaren anezhañ ma unan diwar e benn : « Petra a lennan-me ar muiañ diwar al levr-mañ ? Al levr e-unan pe ar geriadur an hini eo ? »

War-lerc'h e oan bet e Skol-Veur Roazon. Desket 'm boa ur bern traoù diwar danvezioù zo tro dro d'ar brezhoneg. Sachet e oan bet kalz gant « Istor ar yezh » hag « ar sokioyezhoniezh » pe « ar minorelezhioù hag identelezh » ar pezh en deus degaset din tuioù da gomprenn emdroâdur ar brezhoneg hag e stad direizh a hiziv. Danvezioù all evel al lennegezh dre-gomz pe dre-srid zo deuet a-bouez din a-benn mont donnoc'h e deskadurezh ar brezhoneg ha muzuliañ e dalvoudegezh...

Hiziv an deiz e ran gant ar brezhoneg bemdez. Komz a ran gant tud dianv din dre zegouez pe ingal gant mignoned... Klask a ran ledannaat rouedad ar vrezhonegerien tro-dro din. Kenderc'hel a ran da wellaat « ma brezhoneg » dre-lizher, gant stajoù zo ha dreist-holl en ur strollad brezhonegerien a zegas din mareoù prizius.

Gant ma mab yaouank eo e rannan ar brezhoneg ar muiañ. C'hwec'h vloaz eo bremañ ha divyezhek. Dalc'het ' meus soñj, from ennon, eus e frazenn gentañ war dro e zaou vloaz paseet. C'hoarvezet e oa bet d'ar poent ma vezen boas da gas anezhañ da gousket en ur ober gant doare soudard ar Vretoned : « Foenn! Plouz ! ». Plijout a rae deomp c'hoarziñ gant an dra-se.

Betek-henn ne gomze seurt ebet nemet geriaouigoù galleg a veze klevet gantañ. Un noz en em blantas dirazon, e zorn bihan ouzh ma c'hof, a-benn ma ehanañ. Sevel a reas e viz bihan ouzhin hag e lâras : « Te a ra foenn ha me a ra plouz! ».

Ha ni da veajiñ asambles war hent don an treuzkas...


- 3 -

Ha ni da veajiñ asambles                                                                                 war hent don an treuzkas...

Darvoudoù Istorel


- 5 -

Un nebeud titouroù...

EVEZHIADENNOÙ


Implijet 'm eus peder c'hazetenn : « Ya », « Kannadig Pont n'Abad », « Le Télégramme », « Ouest-France » evit lakaat da c'houzout e oan o klask tud Vro Vigoudenn, 55 ha 75 vloaz anezho, a-benn kas ma enklask war-raok : da lavarout eo studiañ o zarempred gant ar brezhoneg. Degemeret ha sikouret mat on bet bewech gant kazetennoù ar vro nemet gant « Ouest-France » n'he deus ket respontet din... Koulskoude, ar yezh a sach evezh an dud evit gwir !

Kannadigoù an tier-kêr a vije bet un dra vat evit kelaouiñ an dud. Met mareadoù embann ar gannadigoù-se, disheñvel an eil diouzh egile e-kerzh ar bloaz, an hini eo en doa harzet ma mennozh d'ober ganto; re verr e oa an amzer evit mont e darempred gant pep kumun...

65 respont 'm boa resevet, memestra, buan a-walc'h goude ur c'hemennad hepken. Souezhet e oan bet rak posupl e vije bet d'ar standilhon bezañ bet kalz brasoc'h c'hoazh ma vijen aet e darempred gant pep kumun ha ma vije bet embannet ma galv e « Ouest-France »

Unnek den zo chomet hep kas o goulennaoueg leuniet en dro din. Tri anezho a oa kosoc'h eget pemzek vloaz ha tri ugent. Evel-henn ne oa kenmet 17% eus an dud bet un darempred ganin, n'o doa ket respontet da vat d'ar goulennaoueg (12% a baotred ha 5% a verc'hed) ; Diwar peseurt abeg ? Bez e c'hall bezañ un disoñj met adlañset int bet ganin, neuze ez eo kentoc'h danvez ar yezh un dra a sach evezh lod tud hep dezho bezañ mennet a-walc'h evit lavarout o soñj evit gwir...Marteze ez eus aze un diaezamant. 51 respont leuniet' m boa bet a-benn ar fin.

Evit lakaat soñjoù an dud war wel 'm eus strollet an holl evezhiadennoù pe respontoù an dud dre bep goulenn. Pep hini anezho en deus e dallizherennoù staget ouzh bep e respont. Livet 'm eus e ruz reoù ar maouezed hag e glas reoù ar baotred.

Ar pezh a zo pouezus el labour-mañ ez eo gouzout an aergerlc'h zo bet ha peseurt hini a zo hiziv e-keñver ar brezhoneg tro dro ar rummad emaon o studiañ ; kompren gwelloc'h petra zo c'hoarvezet gantañ ha petra a c'hallfer ober evit dazont hor yezh.



DEZVERKOÙ AR STROLLAD TUD O DEUS RESPONTET:


Strollad an dud a zo bet ganet etre 1947 (tud oadet a zaouzek vloaz ha tri-ugent neuze ) ha 1971 (tud oadet a eizh vloaz ha daou ugent).

24 maouez ha 27 gwaz o deus respontet :

    -18 bet o chom war ar maez = 35 %

    -15 war an aod = 29%

    -19 e kêr = 37 % (6 anezho bet o vevañ e broioù-all = 12% divroet)


Poblañs ar VroVigoudenn a oa 55 115 den e 2013 (dave : Observatoire socio-démographique 2016)

- Bro Vigoudenn Uhel :

17 793 a dud a oa 2918 den eus hor rummad en-o-touez 

           45 – 60 vloaz 21,4%= 3807 ( ul lodenn a sell ouzh hor rummad )

           60 – 75 vloaz 16,4%= 2918

- Bro Vigoudenn Izel :

37 397 a dud a oa 8264 den eus hor rummad en-o-touez 

           45 – 60 vloaz 21,4%= 7853 ( ul lodenn a sell ouzh hor rummad )

           60 – 75 vloaz 22,1%= 8264


Niver a dud eus ar rummad a oa tro dro 22 842 den oadet etre 45 ha 75 vloaz. Ret e vefe adtennañ ar pemvet bloavezh kentañ evit resisaat ar standilhon koulskoude.  A-benn ar fin n'em eus degemeret nemet ur respont diwar 447 respont posupl. Anat eo n'eo ket trawalc'h evit galloud sevel da vat reolennoù : merkerioù eo hepkén.


- 6 -


DIAESTERIOÙ :


Diaes e veze stagañ ur ster resis ouzh lod respontoù meursteriek; ar pezh a zegasas un nebeud dregantadoù ouzhpenn. An diberzhiañ a zo un diaester ivez ; penaos derc'hel kont anezhañ ? Goulennoù direnkus pe ne dec'halvent tra ebet evit lod, ur respont diaes da ezteuler. Ha kement 'zo. An dregantadoù zo bet jedet en ul lemel ar goulennoù chomet direspont. Dre-se e chom neptu an traoù dilavar.



KASET EO BET AL LABOUR-MAÑ DIWAR TRI ABEG PENNAÑ :


- Da gentañ ez eus traoù hag a zegas din ur santadenn angwalc'h, digomprenn ha tristidigezh a-viskoazh ; Abaoe pell ' zo 'm eus merzhet ez eo mut-mik tud ma rummad din diwar-benn ar brezhoneg. Diaes eo dezho lavarout o soñj diwar-benn stad ar yezh gwechall hag hini a hiziv... Evel ma ne vefe ket mui ar yezh un dra sanket don en o c'hreiz... Met diaesoc'h eo c'hoazh lakaat anezho da ezteuler ur ger bennak e brezhoneg... Perak 'ta ?

- Da eil ez eus eus al labour mañ ul labour studier savet evit peurechuiñ ur c'helc'hiad studioù skol-veur. Diouzthu e teuas anat din sevel un teuliad diwar soñjoù eus an trede rummad trapet fall en argerzh diskar ar brezhoneg...

Daoust hag-eñ ez eus bet seurt labourioù diwarnomp ? Ne soñj ket din met n'on ket aet da wiriañ an traoù ( dre ziouver a amzer ) ; Ni a zo lakaet d'ur rummad « kollet » a zo aet ar yezh dreistañ. Ha gwir ez eo soñjoù Fañch Broudic diwarnomp : n'omp ket kad da harpañ ar brezhoneg da vat ?

- Da echuiñ : Krouiñ ur seurt lizher-digor evit tud ma rummad en ur reiñ dezho da c'houzout petra 'vez soñjet gant tud all a oad ganto o dije bevet ar memes diaesterioù : ul liamm kenetrezo an hini eo ha peadra da ziazezañ ur savboent « nevez » dre soñjoù ar re all. Kement-mañ a c'hall lakaat lod ac'hanomp da vevañ un abadenn nevez gant ar yezh marteze. Ha dreist hon nerzh e vefe an afer-mañ da vat ?


- 7 -

En e levr "Chanson bretonne" e ro J-M-G LE CLÉZIO deskrivadennoù ar Vro Vigoudenn deomp ; Int-i zo diwar eñvorennoù e vugaleaj paseet e Sant Voran...

D'ar c'houlze-se, war-lerc'h an eil brezel bed, ez ae sioulik ar vuhez ha ne veze ket gwall cheñchamantoù. Kompren a reer e c'hallfe hor remziad dec'hervel deskrivadennoù a-seurt gant reoù JMG LE CLÉZIO.

Em eñvorennoù din e chom ivez skeudennoù heñvelek ha fromoù dre laer o stekiñ kenetreien.., bev atav.

Sant Tugdual, Iliz Kombrid,

Porzh Sant Voran

hag ar vag-treizh kozh


Steuñv an enklask

Evit an dud o defe c'hoant respont ouzh ar goulennaoueg am eus graet ganti. Kuzuliañ a ran chom hep lenn disorc'hoù an enklask evit mirout o soñj dezho dilevezon.

Kit e darempred ganin evit leuniañ ar goulennaoueg!  

A - PREDERIAÑ WAR AN DANVEZ P(8/13)


B - DISORC'HOÙ ar GOULENNAOUEG

Lodenn gentañ – PIV OC'H ?P(17)

1- E-PELEC'H OAC'H O CHOM ER BLOAVEZHIOÙ 55/80 ?    51 respont: 100%

2- PESEURT LIVE BREZHONEG HO POA ER MARE-SE ?      51 respont: 100%

3-PESEURT LIVE BREZHONEG HO PEUS HIZIV ?                 51 respont: 100%


Eil lodenn - AR BREZHONEG PA OAC'H KRENNARDEZ, KRENNARD :

1-MICHERIOÙ AN DUD                                                             49 respont : 96% P(18)

      2-AR BREZHONEG ER GÊR ?

      2-1 Ha brezhonegerien a-vihanik a oa ho tud ?                    49 respont : 96% P(18)

      2-2 Piv a gomze brezhoneg ouzhoc'h ?                                     51 respont :100% P(19/21)

      2-3 Piv a gomze deoc'h estreget ho tud ?                                 51 respont :100% P(21/22)


3-SOÑJOÙ WAR AR BREZHONEG ER MARE-MAÑ

       3-1 Eskemmoù pe tabutoù zo bet                                           43 respont: 84% P(22/27)

     3-2 An dud a soñje dezho e ranked doujañ ouzh ar bz          49 respont: 96% P(23/26)

       3-3 Bzg a oa lakaet d'un dra didalvoud ? Tud ?                      48 respont: 94% P(27/30)

                                                                               Tud-kozh ?             38 respont: 75%

                                                                               Familh ?                 22 respont: 57%

                                                                                                       Amezeien ?            21 respont: 41%

      3-4 Hag ur merk sevenadur a oa ar bzg ?                                43 respont: 84% P(30/40)

      3-5 Ne veze ken ur sevenadur: hini galleg ?                           23 respont: 45% P(40/41)

      3-6 Sevenadur Bro C'hall uhelloc'h eget hini Breizh ?           36 respont: 71% P(41/49)


4 -ER SKOL - ER SKOLAJ - EL LISE

     4-1 Plas ar brezhoneg pa oac'h er skol ?                                 50 respont: 98% P(50/51)

      4-2 Penaos e veze komzet diwar-benn ar bzg ?                      40 respont: 78% P(51/52)


5 - ER BED KEVREDIGEZH :

      5-1 Ha meneget e veze ar brezhoneg ?                                       21 respont: 41% P(53/54)


6 - SANTIMANTOÙ A-FED NOMPAS KOMZ BREZHONEG (HO SOÑJ DEOC'H ER MARE-SE)

     6-1 Ha reizhwiriek e oa dilezel ar yezh ?                               35 respont: 69% P(54/61)

       6-21 Levezonet oc'h bet da zilezel ar yezh ?                          46 respont: 90% P(61/63)

       6-22 Bzg a oa lakaet d'un dra didalvoud ? Gant piv ?            46 respont: 90% P(63/64)

       6-3 Divizet ho poa lezel a-gostez ar yezh ?                            25 respont: 49% P(64/66)

     6-4 Diwar peseurt abeg ?                                                        28 respont: 55% P(66/67)

     6-5 Klasket ho poa deskiñ ar yezh ?                                       40 respont: 78% P(67)

       6-6 Aes e oa lâr d'an dud ho c'hoant da zeskiñ brezhoneg ?   18 respont: 35% P(68)

       6-7 Petra en dije degaset deoc'h mont pelloc'h gant ar yezh ?36 respont: 70% P(68/71)


- 8 -


Trede Lodenn - AR BREZHONEG HIZIV :

7 - SKEUDENN AR YEZH :

      7-1 Saveteerezh ar yezh a c'hoarvezo da vat ?                        49 respont: 96% P(72/76)


8 - AR BREZHONEG ER BED ARMERZHEL.

      8-1 Implijoù e bzg o vont war gresk ?                                     41Respont: 80% P(77/79)


9 - LIESTED YEZHONIEL OUZH AN UNVANADUR

      9-1 Hag ur merk identelezh bopl ez eo ur yezh ?                   38 respont: 75% P(79/80)

      9-2 Ha pouezus eo d'ar Vretoned mirout bev o identelezh ? 45 respont: 88% P(80/83)


10 - GWIRIOÙ NEVEZ ETREBROADEL

      10-1 Hag e c'hall ar gwirioù harpañ dazont ar yezhoù bihan ?28 respont: 55% P(83/84)

      10-2 Gall a rafe ar statud ofisiel saveteiñ ar yezhoù ?            21 respont: 41% P(84/86)

      10-3 Ober ur yezh ofisiel eus ar bzg ?                                     43 respont: 84% P(86/89)


11 - HO SOÑJ DEOC'H HIZIV

     11-1 Peseurt soñjou zo hiziv ganeoc'h ?                                 21 respont: 41% P(90/92)

     11-2 Keuz ho peus ez afe ar brezhoneg da goll ?                    42 respont: 82% P(92/97)

     11-3 Ha levezonet oac'h bet e mod pe vod pa oac'h yaouank ?35 respont: 69% P(97/99)


12 - MA'Z OC'H TOMM OUZH AR YEZH DAOUST HAG-EÑ E KLASKIT ( HO PEUS KLASKET ) REIÑ HARP D' AR BREZHONEG ?

      12-1 Ha prest e vefec'h da zeskiñ muioc'h a vrezhoneg ?      43 respont: 82% P(99/101)

      12-2 Komz a ran diouzhtu ma c'hallan ober ?                        24 respont: 47% P(101)

      12-3 Ur yezh kehentiñ eo ar brezhoneg koulz hag ar re-all ? 16 respont: 31% P(101)

      12-4 Desket eo bet ar bzg gant ho pugale ?                          38 respont: 75% P(101/103)

      12-5 Ha pouezus eo e vefe tud o tifenn ar yezh ?                 34 respont: 67% P(103/104)

      12-6 Klasket ho peus kendrec'hiñ tud all mirout bev ar yezh ?37 respont: 73% P(105)


13 - TRAOU DA LAKAAT OUZHPENN                                   32 respont: 63% P(105/109)


C – KLOZADUR P(110/130)

D – DAVEOÙP(131/138)

Evezhiadenn : Adkemeret eo bet ganin, evel just, ar respontoù hag arroudennoù a zo bet distaget pe skrivet e brezhoneg.

- 9 -

Share